Ur greizenn sevenadurel an hini eo Kreizenn an ijin Arzhurian. Plediñ a ra gant mojennoù ar roue Arzhur hag an Daol-Grenn, ijin koadeg Brekilien ha glad ar mojennoù.

Furchal e Brekiliendre pourmenadennoù kontet, arvestoù, diskouezadegoù ha degouezioù, Dizoloiñ ar pep gwellañ eus ar c’houidigezh arzhel a vez diwar-benn ar goadeg hag he mojennoù. Kompren ar bed arzhurian, hini ar mitoù, ar c’hontadennoù ha hini koadeg Brekilien dre stalioù-labour ha prezegennoù. Lakaat war wel glad ar mojennoù war zu ar brasañ niver, an arzourien hag evit oberioù diorren ha kenlabour.

Kinnig a ra ar greizenn arzhurien a-hed ar bloavezh :

Gweladennou Kontet
E lec’hioù meur koadeg Brekilien
Gweladennoù kontet e Komper ha Brekilien a c’hell bezañ graet e brezhoneg ivez.
Diskezagedoù
Diskouezadegoù tematek da feurmiñ : Marzhin, Arzhur, an Daol-Grenn
Abadennoù Kontadennoù
Troioù-kaer e Brekilien dres evel ma vefec’h ganto !
Prezegennoù
Diwar-benn ar mojennoù, eus o gwrizioù betek an adskrivañ
Stalioù-Labour
Ijinañ e skoed, deskiñ klezeata pe sevel un istor
Ur stal levrioù dibar
Ouzhpenn 500 daveenn evit kompren, kaout plijadur, bezañ bamet
Kamp ar roue arzhur
adsavadenn dreist-ordinal enni betek 50 tudenn gwisket mod ar mojennoù

bande 2 v2

bande 1 V2

Kastell Komper (miz Meurzh-miz Here) : Al lec’h istorel meur-se a zo anezhañ, abaoe ar Grenn-Amzer, Kastell Brekilien. Hervez ar vojenn, e vefe eno Palez maen-strink Viviana ha Lañselod-al-lenn bet savet evito gant Marzhin. Heñvel ouzh peurrest ar goadeg eo : lanneg, lenn ha gwez kozh. Degemeret e vez gant mogerioù maen-ruz Komper, meur a zegouez ha diskouezadegoù diwar-benn ar mojennoù.

Ti bihan ar mojennoù (miz Here-miz Meurzh) : stal-levrioù, diskouezadegoù, abadennoù buheziñ, kreizenn dielloù hag annez arzourien.

Maez-ar-gêr : evit ar gouelioù, saloñsoù levrioù, mediaouegoù, skolioù, degouezioù.